Robert Southey

Robert Southey

Robert Southey (12 Eost 1774 e Bristol – 21 Meurzh 1843 e Londrez) zo ur barzh saoz eus an XIXvet kantved. Anvet e voe da Varzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of the United Kingdom, e saozneg).

Ouzhpenn barzhoniezh avat en deus skrivet: buhezskridoù, ul levr diwar-benn istor Brazil, kontadennoù evel hini An Tri Arzh, ha troidigezhioù diwar ar portugaleg hag ar spagnoleg.

Meur a hini eus he skridoù a gasas Charlotte Brontë dezhañ, hag eñ a alias anezhi da zilezel al lennegezh abalamour, emezañ, ma oa kontrol dre natur da zonezonoù ha dleadoù ar maouezed.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search